Ar binette yaouank, estreget an Erer Kozh a vez e Tremargad
Ouzhpenn an erer kozh 'oa e fin ar sizhun evit diduiñ an dud e kreiz Breizh. E Tremargad, un tregont kilometrad deus Karaez, 'vez aozet bep bloaz er memes koulz, ar « binettes yaouank ». Un tamm serr-lagad d'an erer kozh, sur deoc'h, met ur spered disheñvel, dreist-holl eo digoust mont 'barzh, da bep hini da lakaat ar pezh a faot dezhañ en tog. Memes tra 'oa tud war al leurenn, kanaouennoù pe teatr, furlukined ha muzik, evel « les ours du Scorff » dec'h pe Nolwenn Korbell ha Didier Dreo disadorn da noz. Selaouomp o santimant war an abadenn, met en a-raok, un tamm tro er gouel. Gant TK.