Deskadurezh katolik : kreñvaat an hentennoù diwyezheg
@@@àr greskaat eh a an niver a vugale skoliataet e hentenn ziwyezheg an deskadurezh Katolik.@@@
Àr-lec'h meur a vlez ma chome stabil ar sifroù eo bet gwelet ur c'hresk a 3,8 dregant en distro-skol dewezhañ, pezh a ra 4700 a skolidi e breizh a-bezh. Hiziv en Aredoñ oa bodet tud Ofis publik ar brezhoneg ha tud an deskadurezh katolik evit kempenn an distro-skol ketañ. Klasket e vo reñvaat an hentennoù zo dija, diorenn reoù nevez, brudiñ kelenn ar brezhoneg, ha stummiñ kelennerion. Bet eo Yaëlle ar Mouel é tarempred get Fulup Jacq, rener Ofis publik ar brezhoneg ha get Yann Verney zo é karg ag ar lodenn vrezhoneg e deskadurezh katolik ar Morbihan. Hennezh a lâr deomp petra vo nevez.