A hed an dour, un diskouezadeg en Erge-Vihan
E traoñienn ar C'hiñkiz 'ba Kemper 'oa ur gwazhig-dour 'zo deuet da vezañ ur "stêr-veur". Unan lor, divuhez. E pad hanter kant vloaz 'neus kresket ar c'harter gant tiez met ivez gant usinoù hag heñchoù forzh pegement. Mont a ra un tammig gweloc'h bremañ aboae ur pennadig, abaoe 'zo ur gevredigezh ivez, ar CAREPA, a sach evezh an dilennidi war ar saotradur-se.
Un diskouezadeg anvet "A hed an dour" 'vo igoret dilun 6 a viz C'hwevrer e ti-ker An Erge-Vihan 'ba Kemper. Roger Le Page, peizant er C'hiñkiz, a zispleg deomp petra 'oa c'hoarvezet er c'harter-se...