Emañ David Grosclaude gant harzh-debriñ 'benn difenn ar c'hatalaneg
Gant un harzh-debriñ emañ David Grosclaude dibaoe ur sizhunvezh. Difenn e yezh, ar c'hatalaneg a fell dezhañ ober dre e harzh-debriñ ha diskouez pegen dismegañsus e c'hell bezañ ar Stad da-keñver ar yezhoù bro. E ti Rannvro Aquitaine, e Bourdel e vez bemdez an hini a zo kuzulier rannvro Aquitaine hag ezel eus ar Strollad Okitan! Disul e oa daou stourmer eus Breizh asambles gantañ e Bourdel. Benn souten anezhañ e oa Nil Caouissin ha Trefina Kerrain eno, o a daou ezel eus an UDB. Selaouomp Trefina ouzh mikro Erwan Blanchard.
Hiziv 'zo kalzig a vodadegoù en Okitania 'vit souten David Grosclaude e-barzh dek kêr e-giz e Pau, Narbonne, Tarbes, Toulouse, Toulon, Marseille pe c'hoazh Clermont-Ferrand.