Beajiñ a-drugarez da garnedoù tresañ!
Eskemm diwar-benn beajoù globe-trotterien a-drugarez d'o c'harnedoù-beaj 'oa pal ar festival anvet "Carnets de voyage". 'Ba Brest, 'bar C'houartz, evit ar seizhvet gwech 'oa kinniget ar festival da veajiñ. E-touez ar veajourien-arzourien 'oa Ronan Herve, eus Sant-Kadou. Ur paotr yaouank 'zo bet betek enez vBorneo warlene. Chomet 'oa un tamm amzer gant tud meuriad dariak. Bevet 'noa, ganto, ur gouel a-bouezh 'vez aozet bep pemp bloaz hepken, setu 'pezh 'neus displeget da Erwan Blanchard.