30 vloaz 'zo eo marvet ar ganourez Danielle Messia.
Benn ar Sadorn 12 a viz Even 'vo roet enor dezhi e Kemper, en ul lakaat war-wel kanaouennoù brudet ha lod all dianav ar vaouez yaouank aet d'an anaon pa ne oa ket 30 vloaz c'hoazh.
Ur mignon tost dezhi, Gérard Classe an hini eo, a zalc'h gant koun Danielle Messia 'benn treuskas he c'hanaouennoù dre bladennoù met ivez oc'h aozañ ar sonadeg e Kemper.
Tri arzour a vo war al leurenn da ganañ Messia ; en o zouez ar ganerezed Clarisse Lavanant hag Adélaide.
Selaouomp pelloc'h gant Clarisse Lavanant, nevez desket brezhoneg ganti. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.