Gevellet eo Loktudi hag Abergwaun abaoe 20 vloaz
Dibaoe 20 vloaz e talc'h fonnus ar gevellaj etre Loktudi hag Abergwaun e kornôg Kembre. Ur skipailhad kembreiz a zo o weladenniñ Breizh evit ar c'houlz. Ar mintin-mañ o deus dizoloet an doareoù skoliata e brezhoneg. Bet int da wel mont en-dro ar skolioù Diwan hag an hentadoù divyezhek. Deomp da c'houzout hiroc'h war ar gevellaj gant Gustave Jourdren deus Loktudi. John Lewis deus Abergwaun a zisplego deomp penaos eo ar c'helenn e kembraeg en e gorn-bro. Emaint ouzh mikro Katell Uguen