10 vloaz Ai'ta! 'vo 'benn an dibenn sizhun mañ
E fin ar sizhun 'vo lidet dek vloaz Ai 'ta war an ton bras e Tremargad e bro Fañch. Da stagañ ganti 'vo muzik en davarn 'benn disadorn, ha kempennet ar bourk da degemer ur mor a dud er barrouz vihan. Kermes an disentiñ 'vo disul, ha prezegennoù, tabutoù, 'raok kas ne'i disul da noz, gant fest-noz ha koñsert. Bronwenn Pinschoff, perzh en « Mignoned Aita », hag a sav ar gouel, a gont deomp pelloch.