20 vloaz eo Skolaj Diwan Plijidi.
Ugent vloaz skolaj Diwan Bro-Dreger en Plijidi 'vo lidet digwener 'pad an devezh war tachenn ar skolaj. Un digarez da zegas da soñj deus istor ar skolaj ha da strollañ an dud bet kemeret perzh 'ba 'r raktres-se. Dominig Rozec, renerez ar skolaj, Maïna An Taleg, kasourez ha Gwenola Coïc, kelennerez war ar brezhoneg a 'h a da gontañ ganedigezh ar skolaj hag aozadur ar fest deomp. Deus Mikro Maëlle Ausias, en RKB.