70 vlez 'zo oa achumant an eil brezel bed er vro.
D'an 10 a viz Mae 1945 e oa bet dieubet en ofisiel sankenn an Oriant lec'h ma oa staliet ar soudarded alamanted. 'benn disul e tay Jean-Yves an Drian, ministr an diwhenn da lidiñ kement-se d'an Oriant. Mes ur bochad darvoudoù a zo savet dre ar vro da zerc'hel soñj ag an termen-se. E Langedig o deus tud ar gevredigezh Languidic Images et Patrimoine àr un dro get kevredigezh ar vrezelourion gozh kensavet un diskwezadenn er vediaoueg. Gellout raer gwelet un tamm ag un avion brezel a vro saoz kouezhet en ur prad, paperioù a-bep seurt, lizherioù, hag iwez un tamm ag ur potarn. Lucien David ha Stevan Le Garreg perzh er c'hevredigezhoù deus kontet hiroc'h da Yaelle ar Mouel.
Betag diriaou, 7 a viz Mae e vo ag an diskwezadenn e ti ar mediaoù hag an arzoù e Langedig.