Gurunhuel 'vit derc'hel he skol!
'Mañ fin ar bloavezh-skol o tostaat, ha gant se ur gartenn-skol nevez. Gant ar c'heloù a deu da-heul: digeriñ klasoù nevez, ha trouz da serriñ reoù zo. Dre vras, evel war dachennoù all, e klask ar stad espern archant, ha hastañ terriñ postoù skolaerien war digarez ur bloavezh ma vefe nebeutoch a vugale. Aezetoch serriñ evit addigeriñ bepred. E Gurunuhel, 'tal-kichen Gwengamp, ech a daou glas dober ar skol betek-hen. Divizet zo gant an ensellerezh akademiezh serriñ ur chlas. Ha savet tud ar vugale 'enep, sur deoch, harpet gant kalzig a dud diwar-dro. Evit ar beure 'oa bet manifestet er gumun vihan. Selaouomp displegadennoù Denis Lachiver, bet maer ar gumun, ha 'touesk ar vanifesterien. Gant Tudual Karluer.