"Fais pas genres" : ur sizhuniad enep an homofobiezh.
"Fais pas genres" setu ur sizhuniad evit stourm a-nep an homofobiezh 'vo dalc'het etre an 11 hag an 16 a viz Mae kentañ 'ba Brest. Get ar strollad LGBTH ar vro 'vo kinniget obererezhioù arzel a bep seurt ha dreistholl d'an 16 a viz Mae (devezh bedel a-enep an homofobiezh) peogwir 'vo prezegennoù hag ur geriadenn àr blasenn ar Frankiz. Peseurt mod eo ar jeu evit an dud henvelreizh e 2015?. Selaouomp Fañch 'zo ezel ag ar gevredigezh "Divers genres/ Pep hini 'zo libr" a gemer perzh 'bar sizhunvezh-mañ. Doc'h mikro Erwan Blanchard.