en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur fest-noz evit stourm enep d'ar greizenn tredan e Landi

Ur fest-noz evit stourm enep d'ar greizenn tredan e Landi

'Benn disadorn 'vo ur fest-noz 'ba Kommanna 'vit souten ar re a stourm evit ne 'vo ket savet ar greizenn d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio. Kenderc'hel 'ra ar c'hrevredigezhioù 'giz "Gaspare" pe c'hoazh "Landivizio 'lar nann d'ar greizenn" labourat a-enep unan eus lodennoù "Pakt energiezh Breizh" 'zo savet asambles gant Rannvro Breizh ha Stad Bro-C'hall. Koulskoude n'eo ket pell ar prefed rannvro sinañ ar baperenn da reiñ an aotre da Siemens-Poweo Direct Energie kregiñ gant al labourioù. Displegadennoù gant Fulup Plouzane 'zo aotret da gomz e anv Gaspare. Gant Erwan Blanchard. 'Kerzh ar Fest-noz 'vo 'benn disadorn 'vo da welout 14 strollad war al leurenn: Le Goffic-Pho; Berthou-Perennes; Poulmarc'h ha kompere pe c'hoazh Re an Are ha Bouest an Diaoul. Adalek 8e30 noz.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio