en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 17:30

Keleier 17:30

@@@Brezhoneg : fall an traoù ba Kemper@@@ Bodad ar c'hevredigezhioù é vrudañ ar brezhoneg e Kemper o deus roet da ouiet da zilennidi an ti-kêr ne gemerhent ket perzh ken 'bar CEM, commission extra-municipale. Ar bilañs a zo dipitus mat hervez o soñj. Dav e oa d'ar gêr tapout eil live ar garta « Ya d'ar brezhoneg » a-raok miz meurzh 2011. C'hwitet an taol ar wezh-mañ ! Hervez lod izili ar bodad, deus ket ag ur gwir politikerezh yezh e Kemper. Visant Rouxel zo ezel ar gevredigezh Divskouarn. Lâret neus e soñj àr bilañs brudañ ar brezhoneg 'ba bro Kemper da Laetitia Fitamant. @@@N'a ket gwall vat na ket get ar yezh gallo.@@@ Diaes eo chechiñ an dud evit diwhenn ar yezh-mañ. Get Stumdi oa bet graet ur stummadur tri miziad blez hanter 'zo evit reiñ an tu d'an dud a faote dezhe deskiñ ar yezh d'en ober. É sonjal kas ar stummadur-mañ en-dro ar blez-mañ oa ar gevredigezh met ne vo ket graet ker deus ket trawalc'h a dud deus lakaet o anv betag bremañ. Patrick Deriano a stourma evit lakaat ar galo da vout anatoc'h ha prizietoc'h. Skrivet neus meur a levr, savet neus ur geriadur hag ur yezhadur iwez. Selaouamp dohtoñ é tispleg deomp hirco'h a-zivout stad ar yezh doh mikro Andrea ar Gal. @@@Donet a ray Cecile Duflot da Vreizh 'benn disadorn.@@@ Sekretourez an emglev Europe Ekologiezh  ar re c'hlaz a vo e Brest da vitin hag e Roazhon doh an enderv. Digas a ray he volontez d'ar gandidaded o deus lakaet o anvioù en arbenn ag ar bouezherezhoù kanton. @@@An tan zo ba iliz-veur Kemper !@@@ D'eo ket gwir an dra met get pompizion Kemper zo bet graet un taol-ansi hiziv evit pleustriñ é kenkas e arruehe un darvoud a-seurt-se. Gwiriekaet eo bet an dafar staliet e iliz sant Kaourintin evit gwelet ma kerzha mad ar sistem alum zo bet lakaet e plas eno. @@@doereioù sport@@@ Hag èl bep lun eh amp da ouit hiroc'h a-zivout disoc'hoù sport zo bet e-pad an dibenn-suhun. Kement-mañ get Erwan Blanchard.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio