en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@500 euro evit stourmerion 44=BZH.@@@ Dec'h 'oa rentet barnedigezh prosez engalv Jonathan Guillaume hag Alan Haye. Tamallet 'oa d'an daou zen, stourmerion evit adunvaniñ Breizh e-kreiz ar stroladl 44=bzh, bout en em savet douzh polised e fin ur vanifestadeg en Naoned. O-daou oa bet goulennet taolioù kastiz enep dezhe, e-korv ar prosez e miz Meurzh 2010. D'an drizek a viz kerzu diwezhañ 'oa bet kadarnaet ar gondaonidigezh, get lez-varn engalv Roazon. Dec'h 'oa rentet ar varnedigezh enta, met izelaet un tamm da-genver an taoloù-kastiz bet goulennet,a-live int bet lakaet o-div, da lâret eo 500¬. Jonathan Guillaume a lâr deomp 'oa é c'hortoz un dra a-seurt-se ag ar prosez engalv, met dipitet 'lâr bout memes tra. Emañ doh mikro Tudual Karluer. @@@Muioc'h a vrezhoneg e skolioù publik bro an Alre.@@@ Setu raktres Ofis publik ar brezhoneg hag an ensellerezh akademiezh. Ouzhpenn 600 krouedur a zo skoliataet e brezhoneg eno get Diwan, Dihun pe Diw Yezh. 'benn an distro-skol e vo krouet ur post skolaer e skol-vamm publik Pluneret. Hiziv zo bet roet lañs d'ar labour-brudiñ evit kavout tadoù ha mammoù prest da lakaat o bugale en hentenn ziwyezheg get maer ar barrez Jean-Jacques Merour ha Ronan Postic, a laboura e ofis publik ar brezhoneg. Selaouamp dohtoñ @@@Klouar eo an amzer e miz Genver mañ.@@@ Da heul ur blead 2011 tomm mat. kani tommañ a-c'houde 150 vlez. Aliez 'vez àr dro 10 derez er maez. Efedoù an amzer-mañ 'zo da anduriñ da gentañ get ar beizanted. Kreskiñ 'ra re vuan ha re abred ar legumaj, dre skwer. Selaouomp 'pezh a soñj Yann-Ber ar Gov, labourer-douar bio 'ba Loperc'hed. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio