Petra eo ar liammoù etre ar brezhoneg hag ar galo?
Setu tem ar brezegenn oa bet kaset da benn get Daniel Giraudon e Lodaog. En arbenn a sihun yezhoù Breizh e oa bet pedet da gomz hag an difoc'hoù hag an traoù boutin vez d'an div yezh. An digarez oa iwez da ginnig e levr nevez daet er-maez, kensavet get Herve Lossec : "Krampouezh Saocisse" lec'h ma neus bodet troioù-lâret a-bep seurt dastumet a-hed e vuhez. Daniel Giraudon a lâr deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel.