Denez Prigent : ur bladenn nevez gwall gortozet
Deuet eo maez pladenn nevez Denez Prigent! Ul liorzh vurzhudus he anv. Daouzek kanaouenn, ton 'zo warni gant sonerezh awenet gant beajoù ar c'haner eus Bro-Leon : sonerezh eus balkanoù, eus Bro-Hellas pe tzigan c'hoazh. Gortozet mat 'oa an album mañ& dibaoe daouzek vloaz hag e hini diwezhañ Sarac'h. Petra 'neus graet Denez e-keit se. Selaouomp 'nañ ouzh mikro Erwan Blanchard.