en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@C'hwec'h c'hoarier foot kaset 'ban Ospital goude ur c'hrogad@@@ Ur c'hrogad melldroad hag a echu fall& ha 'ban ospital. Spontet paotred yaouank skipailhoù junior ///ASPTT Brest ha Plourin-Montroulez/// da geñver ur match live departamant 1 'oa c'hoariet disadorn paseet war dachenn ar Wazeg Wenn. Taget feuls int bet gant ur strollad a dud yaouank hag ul lodenn eus ar c'hoarierien 'zo bet gloazet. Selaouomp ///Michel Plassard///, unan eus renerien district melldroad norzh Penn-ar-Bed. Gant ///Erwan Blanchard./// Sealouit ar pennad-kaoz @@@40 raktres gant Kumuniezh kumunioù Bro-Vigoudenn ar c'hreisteiz@@@ Ur c'hontrad-bro 'zo bet sinet ar mintin-mañ etre kumuniezh kumunioù Bro Vigouden ar c'hreisteiz ha kuzul departamant Penn ar Bed. Ur c'hontrad evit 7 bloaz evit kas war dro daou ugent raktres pouezhus da benn evit ar vro-se : 'vit ar beskerezh da gentañ penn met ivez an douristelezh hag ar c'hengred, dreist holl evit sikour muioc'h buhez ar re gozh, n'eus displeget ///Pêr ar C'hoseg/// da ///Anne Gouerou./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Festoù ha gouelioù 'ba Breizh, ul lodenn eus ar glad dizanvezel@@@ Un dra dibar er vro eo lieseurted ar festoù : bout 'zo festivalioù sonerezh 'vel an ///Erer Kozh///, festoù-noz, ha gouelioù relijiel 'vel ar pardonioù. Dec'h ha hiziv 'oa ur c'hendiviz 'ba Skol-veur an Oriant diwar-benn sevenadur ha glad ar vro hag ar modoù d'o zreuzkas. Savet eo gant ar studierien zo oc'h heuliañ ar master 2 micherioù ar glad. Pedet eo bet ///Yannig Baron/// evit komz eus Tro Breizh zo bet adsavet e 1994 get Philippe Abjean. Lâret a ra deomp eo a-bouez an darvoud-mañ evit glad ar vro doh mikro ///Yaëlle ar Mouel./// Sealouit ar pennad-kaoz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio