Pask : ur gouel a-bouez evit ar gristenion.
Pask 'oa lidet disul dremenet gant ar gristenien hag ar re n'int ket. Abadennoù da glask uioù chokolad 'oa aozet un tamm 'ba pep lec'h. Memestra e chom Pask ur gouel relijiel a-bouez kaer 'vit ar gristenien. Disul beure 'oa bet Erwan Blanchard o c'houlenn gant Fulup Guillou peseurt talvoudegezh eo Pask. En em gavet 'oant 'ba iliz Sant-Houardon.