Lañs da (b)Panoramas e Montroulez
Fenoz e vo roet lañs da festival sonerezh elektronek Panoramas e Montroulez. Muioc'h 'vit 11 000 den yaouank a zo gortozet e Langolvas 'vit dañsal e-kerzh o div nozvezh kentañ. Panoramas 'ra berzh spontus ar bloaz mañ. Gwerzhet eo an holl vilhedoù 'oa lakaet war ar marc'had: 23 000! Fenoz 'vo da welout war al leurenn The Bloody Beetroots, Boris Brejcha, Linda pe c'hoazh Salut c'est cool! Strolladoù brudet e bed an elektro. Warc'hoazh noz 'vo kinniget ur programm a-feson ivez. Pezh 'zo displeget deomp gant Julien Marzin ouzh mikro Erwan Blanchard.