en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dilennet eo bet prezidanted nevez ar c'huzulioù departamant

Dilennet eo bet prezidanted nevez ar c'huzulioù departamant

Dec'h 'oa dilennet prezidanted nevez ar c'huzulioù departamant. En Aodoù an Arvor eo aet Alain Cadec, UMP, da brezidant, hep souezhadenn ebet, gant div vouezh ha tregont evitañ, ugent 'enep dezhañ, ha daou hep reiñ o mouezh. Nav bloaz ha tregont zo 'oa dalc'het an departamant gant ar sokialourien. Deomp da guzul departamant Aodoù an Arvor, prestik war-lerc'h ar mouezhiañ. Klevet 'vo Yannig Kerlogod, nevez deut 'barzh da guzulier Gwengamp, distrollad, o tisplegañ e santimant deomp. Met en e raok selaouomp Christian Coail, PS, bet bezprezidant ar c'huzul-meur e-karg deus an arc'hant bras betek-henn, ha kuzulier kanton Kallag en dro-mañ adarre, aet 'barzh en dro gentañ. E Penn ar Bed eo aet Nathalie Sarrabezolles, PS, da brezidantez; E departamant ar Morbihan eo bet addilennet François Goulard, UMP; en Il ha Gwilun, Jean-Luc Chenut, PS; hag en Liger atlantel, Philippe Grosvalet, PS, evit un eil tro.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio