Lizher 26 : Lizher skrivet d'ar 17.01.1915.
Lec'h : Oeuilly.
///"Ne oa ket trawalc'h deomp bout hanter lazhet dar fank ha dan anoued... Gouarn ar pontoù... 6 km dober... Chomet div eur àr ar paver... Monet àr hor pazoù un hanter lev arall... Re skuizh e oan ha krapet e oan e karr ar gompagnonezh... Riskl ebet&...chantoner he deus roet un tasad kafe tomm din... Hi deus graet merenn din... Heneoazh eh an da gousket en ur gwele... Nag ur misi ! Bout zo tri miz nem eus en em ziwisket... Ar c'housked a ray vad din... Eh an dan iliz da bediñ un tammig..."///
Kaset ha degaset e vez ar soudarded : skuizhder, jabl ha prederi ; ar soudarded kozh : danvez brezel implijet pa vez dober ; soudarded ha siviled er memp bourch ; darempredoù ispisial etre ar fourrier hag ar siviled : degemer a-feson, kafe tomm, gwele da gousket ; liamm ar bedenn.