50 vlez ar GMC oa lidet disadorn e Gwened.
Ar GMC, Groupement Morbihannais de Croisière a zo ur gevredigezh a zo he fal reiñ an tu da bep hani monet àr-vor ha deskiñ penaos lakaat ur vag a-ouel da gerzhet. bep blez etre miz Ebrel ha miz Du e vez savet stajoù. a-c'houde hanterkant vlez eo bet stummet 6000 a dud en holl ha daet an daou gant a izili da vout gwir mignoned. Bertrand Quiviger, ezel ar GMC hag Erick Le Barch, prezidant ar gevredigezh o deus lâret pelloc'h da Yaelle ar Mouel.