Lakaat ar gazetenn Ya! da droiñ.
Disadorn 'oa gouel lennerien Ya!, ar gazetenn sizhunvezhiek e brezhoneg. Evit ar wezh kentañ 'oa klasket lakaat an holl e darempred, koulz ar re a lenn, a skriv pennadoù, hag ar re a vez o kenurzhiañ al labour. Katell Uguen zo o labourat gant ar gazetenn Ya!, just 'walc'h, hag a lâr deomp pegen pouezus eo kejañ deus pep hini. Gant Tudual Karluer.