Sizhunvezh ar brezhoneg e bro Kemperle
Etre an 28 a viz Meurzh hag ar 6 a viz Ebrel e vo dalc'het « sizhunvezh ar brezhoneg » amañ hag ahont ; un digarez da lakaat ar yezh war-wel dre zegouezhioù liesseurt. E Bro Gerne en em vod an emglevioù bro ha tiez ar vro 'benn aozañ an abadennoù asambles e pep kornad. Ti ar Vro Bro Kemperle a zo nevez a-walc'h met er bloaz-mañ e vo un toullad obererezhioù aozet ganto da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg. Selaouomp Lenig Duigou, implijadez Ti ar Vro Bro Kemperle. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.