Dilenndagoù dept: disoc'hoù EELV 'ba Kanton Landerne
'Ba kanton Landerne 'oa pemp listenn war ar renk dec'h: UMP; PS; FN; Front de gauche hag ar re c'hlas (EELV). Evit an eil tro eo al listennoù UMP (Cunin-Moullec) ha PS (Casu-Jezekel) 'zo dibabet gant 36% ha 33% eus ar re 'zo bet o votiñ. Eus tu ar re C'hlas n'eo ket fall an disoc'h. Tost 10% eus ar mouezhioù 'zo aet ganto, 'pezh n'eo ket fall hervez an danvez dilennad Goulven Thomin. Gant Erwan Blanchard.