« Mor kreizdouar projekt » àr leurenn kreizenn Amzer Nevez henoazh.
E-pad dek devezh eo bet degemeret Sylvain Barou hag e vuzisianed er greizenn evit gelliñ labourat, pleustriñ ha sevel an arvest-mañ. Getoñ àr ar leurenn e vo Stelios Petrakis, a vro Crète, Keyvan Chemirani a vro Iran, Florian Baron ha Erik Marchand. Bet eo Merwyn Sauerbrey a RBG é tarempred get Erik Marchand evit gouiet hiroc'h.
Emgav fenoz neuze e kreizenn amzer nevez e Plañvour, da 9 eur. Gwelet e vo ar grouidigezh-mañ en-dro àr leurenn gouelioù Kerne 'benn miz Gouere ha 'benn miz Eost durant fest etrekelteg an Oriant.
Ur filmig amañ
http://www.amzernevez.org/fr