en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Le dernier loup

Le dernier loup

SIN-150320-LE DERNIER LOUP.docx LE DERNIER LOUP Ur film sevenet gant : Jean-Jacques Annaud (2015). Gant : Feng Shaofeng, Shawn Dou, Ankhnyam Ragchaa (1e55). Ar ger-mañ, "diwezhañ", a laka spered an den da skrijal tamm pe damm : ar Mohikan diwezhañ, diwezhañ deizioù Pompeï, an dapenn ziwezhañ, ar lonkad diwezhañ kent kuitaad Malachap goude foar Pluwigner, ha beteg ar pezh a zo douzh hon gortoz oll : hon diwezhañ huanad. Setu bremañ diwezhañ film Jean-Jacques Annaud : ar Bleiz Diwezhañ. Filmoù a beb sort ha brudet a-walc'h en deus graet an den, da skwer Le nom de la rose (1986), l'Ours (1988), l'Amant (1991), Stalingrad (2000). Chomet eo ar bleidi e pennoù an dud, tre beteg hiziw. Bremañ e komzer a lakaad bleidi en-dro e kornadoù zo ag ar vro, ha ne vez ket ataw aez kenvevañ gante, pa lazhont deñved ar vugulion er menezioù. Daoust dimp boud ekolojisted marse e c'hellomp kompren soursi ar beizanted pa welont o loened (da lâred eo o bara) drailhet toud ha dispennet gant ar bleidi gwarezet bremañ gant ar lezenn. Peurliesañ nawazh ema lec'h ar bleidi er sorbiennoù. N'eus ket mui heni ebed gwerso e koad Kamorzh, da skwer, pa chome béw ar soñj anezhe e komzoù an dud gwezharall, ha n'eus ket ken pell-se c'hoazh, pa oan-me bihan. Evid spontañ ar vugale e veze meneget ar bleiz, kuzhet er chiminal pe en ur gognell deñvel bennag ag an ti. Hiziw nawazh, gant politikerion zo, e vez klevet komz ag ar bleiz ive... Er film-mañ e komzer ag ar bleidi a veze kavet e lijorioù divent ha tosenneg ar Mongoli diabarzh, ar lod a zo dindan beli ar Chin. Er stepenn, filmet kàer hag estonuz he liw, e véw spesadoù loened a beb sort, etreze ur c'hempouez tener a gomprenomp gwell hiziw an deiz. Mez e 1969, e bro Sina, en em gavemp a-blom gant an Dispac'h Sevenadurel, goude ma'n doa goulennet Mao Tse-Toung gant ar yaouankizoù netaad ar strollad komunour dre skarzhañ "e izili vrein". Gouied a raomp hiziw e oa waet pell an traoù. Meur a unan a oa bet lazhet, meur a unan a oa bet kaset da gampoù-labour evid deskiñ petra oa ar vuhez gomunist, ha traoù talvouduz ha priziuz helaezh a oa bet distrujet, hervadoù ha henvadoù ar vro gozh-se. Mez amañ, er Mongoli, eh omp pell a-zoc'h Beijin hag a-zoc'h ar c'hornadoù poblekañ. Amañ e kaver un nebeud meuriadoù kantreidi (nomaded) hag a véw tostig-tra douzh an natur. Pennoù braz Beijin o doa kaset studierion da genteliañ an dud "dizesk-se". Mez ar studierion-sen eo o doa traoù da zeskiñ ha da gompren. Dirag doujañs ar Vongoliz-se douzh an natur hag he lezennoù e intent unan anezhe eh eus aze traoù nen doa ket desket er skol biskoazh. Tost douzh ar chamanizm eh omp : sakr eo peb tra, buhez an den evel-just, mez buhez peb loen, peb boud ive, ha n'eus den ebed dreist d'ar boudoù arall. Ema Tengri ar mestr-meur, an Doue-meur hag ennañ, goude o marw, en em gav loened ha tud ingal. Mez n'eus ket ag an doujañs-se e pennoù mistri ar sud. Divizet eo bet lazhañ ar bleidi, o distruj rac'h. Ne wele ket an dud-se e lakaent dizurzh er Vuhez Vraz o doa lakaet an nomaded kantvloaziadoù da gompren ha da respetiñ. Ur film moliac'hel eo evid meur a boent, da skwer galoupadeg roñsed an arme en noz trema ur lenn skornet, pa vez un tropad bleidi arajet é redeg war o lerc'h. An deiz war-lerc'h vitin, pa wel an dud an arvest e chomont mantret oll, hag an arvesterion mah omp ive. Mez estroc'h eged an istoer bleidi zo en dregtalenn. Ur film politikel eo, ur vojenn d'hon bugale, evid roiñ dezhe da selled en ur mod arall douzh ar vuhez, ar Vuhez Vraz hag ar buhezioù bihan, evel ma lâr ozhac'h ar meuriad. Hag ar stepenn an heni eo ar Vuhez Vraz, ar geot sakr, rag a-drugarez d'ar geot e c'hell ar loened arall bevañ, deñved, gazeled, roñseed ha, da-heul, ar bleidi, hag an denion a-benn ar fin. Tud Beijin a za gant o zraktorioù da arad an douar-se, a-gaoz mand eo rekiz magañ ar peurrest ag ar boblañs. Mez evel ma lâr an ozhac'h, "doned a raont amañ da labourad a-gaoz ma o deus distrujet o douaroù e-raog". Ur film ouzhpenn evid an amzer-vremañ eo. Setu aze ur skwer ag ar sinoù a dreuz ar bed, sinoù hag a ziskouez ema ar bed e chañch, ha war an tu mad, michañs. Gwir eo e komzer dreist-oll ag ar pezh na ya ket, n'eo ket skwerioù a ra diouver dimp a gement-se. Mez ema an denelezh, difonn-difonn, gwir a-walc'h eo, é komañs santoud eh omp bet re bell gant hon feson da dennañ hon mad ag an natur. Ar pezh hon eus kredet e oa hon mad zo é sevel enebtimp bremañ, evel ur boomerank, ha mall eo dihun. Pedagogiezh a c'houlenn pasianted, pedagogiezh a c'houlenn lâred hag adlâred ar memez tra. Douzh gweled ar film e kavo ar grennarded boued da vagañ o c'hoant d'ober gwell eged ar vrazarded, p'o deus lakaet ar vrazarded dazont ar re yaouank da voud ken diasur. Jean-Claude Le Ruyet.20150320d.112D.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio