Brezhoneg e Skol Sant Jojeb e Sant Pêr Kiberen.
Un hanter euriad brezhoneg bep lun.
a-c'houde penn-ketañ 2015 e vez degemeret Marie Delannoy Keranvran e-barzh klasad ar re CE ha CM e skol Sant Joseph Keraude e Sant Per Kiberen. Labourat a ra èl skoazellerez-mamm en he zi ha c'hoant he deus bet kinnig he gouiziegezh d'ar skol m'emañ he mab. Asantet he deus Anne-Sophie, ar skolaerez ha setu m'o deus kroget an 16 krouedur get ar brezhoneg. Dilun e oa bet labouret àr ar verboù. Selaouamp doc'h ar vugale ha doc'h Marie é lâret deomp hiroc'h.