Herve ar Gall àr ar renk e kanton Rostrenn.
E kanton nevez Rostrenn, e kreisteiz Aodoù An Arvor, zo bodet pevar c'hanton kozh: re Rostrenn, Gwareg, Mêl Karaez ha Sant Nikolaz ar Pelem. Ouzhpenn tud stag deus strolladoù politikel 'vo war ar renk. Herve ar Gall ha Cécile Lefresne zo o vont, distrollad met embannet gante bezañ rannvroelourien, eilet gant Nathalie Jezegou ha Patrice Meallier. Youl zo enne da labourat evit kreiz Breizh, hag a chom pell deus an divizoù peurliesañ. Herve Ar Gall a gont deomp pelloc'h, gant Tugdual Karluer.