en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Achu eo ar chantier fondiñ an Tk Bremen en Ardewen.@@@ D'ar 7 a viz genver paset o deus kroget tud an antrepriz eurodemolition get distruj ar lestr-karg. E-korv 12 devezh noz ha deiz o deus gellet er fondiñ penn dre benn. Diàr-wel eo aet ar vag neuze met chom a ray roudoù ag ar peñse-mañ ur sort hrevez tud ar c'holektif Trawalc'h. Goulenn a reont ur gwir politikerezh mor a-berzh ar stad evit paraat doh gwalldaolioù a-seurt-se. Ha ma vehe goulennet o soñj get an dud a vecher èl ar besketourion hag ar skiantourion evit kement-mañ. Bertrand Deleon, zo er c'holektif. Ar pennad kaoz @@@Daou bost kelenner distrujet 'ba skol Jules-Ferry 'ba Landerne 'benn an distro-skol.@@@ Setu unan a raktresoù skarzhañ postoù 'en deskadurezh zo get ar Rektordi. Un ugent bennak a dud deus manifestet dirak ar skol, ar mitin-mañ, evit diskweziñ o c'hounnar. Selaouomp doh Sophie hag olivier, tad ha mamm bugale 'zo skoliataet 'ba Jules Ferry. Ur reportaj get Erwan Blanchard @@@Penaos vez implijet ar brezhoneg get tud Karaez?@@@ Get ar blez nevez eo daet termen an niveradeg. Dre ar vro 'vez kontet an dud ha dastumet a-bep seurt titouroù diwar-o-fenn, o feson da vevañ, lojañ, hrevez o oad, o finvidigezh ha c'hoarzh. A-c'houde ar bleadoù 2000 emañ doh ra lezenn e Frañs gellet ober studioù ouzhpenn d'ar c'houlennaoueg ofisiel. Met betek-hen 'oa bet nac'het an holl daolioù-ansi da ginnig tra-mañ-tra. Evit ar wezh er blez-mañ zo bet asantet ur c'houlennaoueg e-kichen kani diazez an niveradeg. Get kêr Garaez 'oa bet savet ar goulenn, harpet get Ofis Publik ar brezhoneg. Setu ma vo un enklask ouzhpenn e Karaez diwar-benn implij ar brezhoneg get an dud. Muioc'h a zisplegadennoù get Fulub Jakez, rener Ofis Publik ar brezhoneg ha Visant Abaziou, kuzulier-kêr e Karaez e karg ag ar brezhoneg. An atersenn get Tugdual Karluer

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio