en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dilennadegoù departamant: Yannig Kerlogod 'zo distag eus ar strolladoù boas

Dilennadegoù departamant: Yannig Kerlogod 'zo distag eus ar strolladoù boas

'Benn disul 'mañ tro gentañ an dilennadegoù departamant. Ouzhpenn d'ar strolladoù boas zo aet tud distag war ar renk, evel e Gwengamp ma 'h a Yannig Kerlogod ha Laurence Corson, eilet gant Bernard Hamon, ha Beatrice Mabin. Anavezet 'walc'h int er vro, Laurence Corson o vezañ maerez ar Merzher, Yannig Kerlogod kuzulier en tu-enep e ti-kêr Gwengamp, Bernard Hamon, maer Plouvagor ha prezidant kumuniezh Gwengamp, ha Beatrice Mabin, kuzulierez-kêr e Pabu. Yannig Kerlogod a ra deomp ur sell war an dilennadegoù-mañ, Gant Tudual Karluer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio