Karaoke e skol Fanch Gwilhou e Douarnenez.
Disadorn 'oa gouel gant skol divyezhek Fañch Gwilhou e Douarnenez.
N'eus ket pell en eus an hentad lidet e 25vet deiz ha bloaz ha niverus eo bepred ar vugale o teskiñ brezhoneg e kêr ar pennoù-sardin.
Er bloaz-mañ 'oa graet gouel war-dem ar c'haraoke. Pep hini, kozh ha yaouank, a zo bet o tispakañ ur ganaouenn war al leurenn. « Couleur caf; pe c'hoazh « N'on ket ganet 'ba Memphis », plijadur e-leizh a oa e sal ar gouelioù betek diwezhat.
Selaouomp Fañch-Mari, animatour-meur an nozvezh, ha Yuna, bet skoliadez e skol Fañch Gwilhou. Emaint ouzh mikro Katell Uguen.