Dilennadegoù kanton : 5 daouad "Ni ho savo Breizh" e Penn ar Bed.
Pemp kouplad war anv ar strollad "Ni ho savo Breizh" 'vo war ar renk da geñver an dilennadegoù departamant 'ba Penn-ar-bed E penn "Ni ho savo Breizh" emañ Christian Troadeg maer Karaez ha kuzulier kanton Penn-ar-bed c'hoazh. Andre Lavanant gant Joelle Perrot 'zo lakaet da difenn mennozhioù ar strollad 'ba kanton Plabenneg. Gant "Ni ho savo Breizh" 'vez goulennet 'vefe digreizennet Republic Bro-C'hall, pell muioc'h 'vit 'pezh 'zo graet abaoe 1982. Dipitet eo Andre Lavanant gant al lezenn war adkempenn an tiriadoù 'oa votet gant an deputeed warlene. Selaouomp 'nañ ouzh mikro Erwan Blanchard.