Komite gwirioù ekonomikel, sokial ha sevenadurel an ONU bodet e Jeneva
Dec'h 'oa bodet komite gwirioù ekonomikel, sokial ha sevenadurel an ONU e Jeneva, e bro Suis. Bet zo dileuridi deus ar rouedad EBLUL-ELEN Frañs o kemer perzh en divizoù, asambles gant ONG-ioù all. EBLUL-ELEN zo anezhañ ar rouedad european evit an ingalder etre ar yezhoù.
Tangi Louarn, prezidant ELEN-EBLUL Frañs, a gont deomp pelloc'h ouzh mikro Tudual Karluer.