Lambaol-Gwiltameze : adsevel kleuzioù.
Adsevel kleuzioù ha plantañ gwez warno eo ar pezh a fell da izili eus ar gevredigezh "Le petit caillou", kêr Lambaol-Gwitalmeze hag un nebeut peizanted. Disadorn 'oa un dek bennaket a dud deuet da welout peseurt stumm 'oa en em gavet ar girzhier 'zo plantet c'hoazh. Bet eo an dud betek ti Nicolas Theromme evit teurel ur sell war e labour. Gant Erwan Blanchard.