Emañ ar re CM2 é kempenn an distro-skol.
Degemeret 'oa skolidi 'zo e CM2 'ba skolaj Diwan ar Relecq disadorn dremenet. Un hanter kant bennaket anezho 'oa deuet gant o zud da welout peseurt mod eo ur skolaj. Ur mod da brientiñ an distro skol e miz Gwengolo kentañ evit ar vugale& hag o zud. Selaouomp, da gentañ, Pascale Chevillard 'zo renerez skolaj Diwan ar Relecq. Gant Erwan Blanchard.