Ar skol er maez eus ar skol gant bugale Ploeur
« Ober skol e diavaez ar skol », setu pal Loig Jade, skolaer e Ploeur. Ar sizhun dremenet en eus kaset e glasad da zizoloiñ bro ar C'hab, tra ma 'oant staliet e Beuzeg etre al Dilun ha Digwener. Bevañ asambles, deskiñ 'n ur gantreal en natur hag ober gant ar brezhoneg war ar pemdez& un doare disheñvel da welet ar skol. A-benn ambrougiñ ar skipailh skolidi e oa daou zanvez brezhoneger, a vez o heuliañ ur stummadur hir e Mervent 'benn mont war ar vicher skolaerien. Pep hini n'eus kavet e lod neuze. Selaouomp Loig Jade, ar skolaer, hag Hoel ha Youenn, daou skoliad entanet da vezañ e-maez ar c'hlas. Ur pennad gant Katell Uguen.