Lig Europa : Kiev enep Gwengamp fenoz.
Fenoz, adalek 7e, 'vo skipailh War Raok Gwengamp war dachenn Stad Olimpek Kiev 'vit c'hoari 16vet tro Europa League. Skipailh diwezhañ kampionad Frañs Lig 1 eo War Raok Gwengamp o kemer perzh 'bar C'hib mañ. Un darvoud 'zo gortozet mat gant supporterien Gwengamp. Chañsoù 'zo c'hallfe klub Bro-Dreger mont pelloc'h gant ar C'hib. Ar match kentañ 'oa gounezet gant ar re ruz ha du 2-1 memestra. Selaouomp Tangi Le Gall-Carré 'oa bet o welout ar c'hrogad 'bar Roudourou ur sizhun 'zo. Dirak e skramm e vo fenoz. Gant Erwan Blanchard.