Reuz 'zo e karter Kercado e Gwened
Reuz 'zo e karter Kercado e Gwened.
ur c'harter lec'hiet en tu doc'h ar c'hreisteiz ag ar gêr. 5000 a dud a veva eno e tourioù-bras savet er bleadoù 1960. A-c'houde meur a viz eh eus gwalldaolioù eno dreist-holl a-gaoz d'an trafik drogaj. Ur santimant bout dilezet zo get tud ar c'harter, pe vehe an dud yaouank pe vehe o c'herent ha pa vez un edukatourez hepken é ober àr o zro. Perzh eo Suzanne ar Rouzig e meur a gevredigezh e Kercado èl Copain d'abord a glask krouiñ liammoù ha kenskoazell etre an dud. hiroc'h e tisleg deomp doc'h mikro Yaelle ar Mouel.