en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un anestezist a zo bet gobret e ospital Douarnenez.

Un anestezist a zo bet gobret e ospital Douarnenez.

Fall gontant eo c'hoazh implijerien ospital Douarnenez. Dre ma 'zo un diouer a anestezisted e kêr ar pennoù sardin, tra ma vezont kaset da labourat e Kemper, 'zo riskloù da wel' ar rann surjianerezh da vont da get, ha servijoù all an ospital d'e heul. Goude 6 miz a stourm, 19 000 sinadur hag ur mell manifestadeg 'zo deuet un danvez keloù-mat evit ospital Douarnenez : un anestezist a zo tutet. Ur skoil a chom memestra, ar mezeg a 69 bloaz a gaso bras eus e amzer-labour e penn-ospital Kemper. « Ober a reont goap ac'hanomp » , eme Yves Jardin, ezel eus kuzul difenn an ospital. Selaouomp e soñj ouzh mikro Katell Uguen. Ha disadorn da noz e oa aozet un nozvezh sonadegoù e Poullann 'benn souten kuzul an ospital. Ur gouel peoc'hus, da c'hortoz bezañ klevet muioc'h gant pennoù bras Ajañs Rannvroel ar Yerc'hed.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio