Reverzhi braz : daomp d'an enezenn Tristan.
Niverus eo bet an dud en dibenn-sizhun-mañ o profitañ deus al lanvioù bras evit pesketiñ pe ken sellet ouzh ar gwagennoù uhel war an aodoù. Ingal war ar bloaz, pa vez reverzi bras, e vez aotreet ar bourmenerien da dreizañ war-droad da vont deus Douarnenez d'an enezenn Tristan. Un enezenn 12 devezh arat anezhi, karget a vojennoù hag a istor. Pe 'vefe karantezioù Tristan hag Izold, pe gwalldaolioù ar Fontanella, pep hini a gav e lod da vouetañ e ijin a boan lakaet un troad war an enezenn.
Katell Uguen a zo bet-di gant Herle Denez, arbennigour war istor Douarnenez hag an enezenn Tristan.