e-touristelezh : stummadurioù evit tud a-vicher
Internet 'zo ar benveg kentañ implijet gant an dud evit prientiñ o vakañsoù : an tri-c'hard eus an dud e Bro Frañs a lak ur sell war ar genrouedad, da geñtañ tout. Tost un hanter eus ar beajoù 'zo miret dre internet. Hag 20% a implij ivez ar bellgomzerioù e zoug nevez, iphone pe smartphone.
A-bouez eo 'ta evit ar re a labour e bed an douristelezh gouzout implij ar binvioù-se. Binvioù a cheñch kalz , kar ar pezh 'zo bet desket nevez 'zo, a zeu da vezañ didalvout buan tre !
Setu perak 'neus divizet ar CCI Kemper Kerne 'sames gant an ajañs diorren eus Bro Gerne aozañ prezegennoù ha stalioù-labour war an e-touristelezh evit an dud a-vicher.
Muioc'h a displegadennoù gant Marc Andro, eil prezidant an ajañs diorenn. Deus mikro AG