Disul e oa un devezh konkourioù e Pleskob en arbenn ag ar Roue Waroc'h.
Un dra a-bouez evit ar sonerion, kanerion ha dansourion deus bet an digarez d'en em vodiñ ha da ziskweiñ o doere. Er c'hoñkour biniou solo e oa waet ar maout get Stephane Kermabon, eilvet, Jean Baron, an trivet priz zo waet da Ewen Couriaut hag ur pevarvet priz da Alan Letenneur. Eizh kouplad deus kemeret perzh er c'honkour biniou bombard. Waet ar priz ketan get Baron/Epinette, an eil get Syz/Denis hag an trivet get Paillot/Pistien. André ar Meut oa perzh er jury, hiroc'h e lara deomp.