C'hoariva 'vit ar vugale gant Strollad ar Vagan
Abaoe penn kentañ ar sizhun 'zo ugent bugel o pleustriñ war ar c'hoariva 'ba Plougerne. Kemer perzh 'reont 'bar staj 'vez kinniget ingal gant Strollad ar Vro Bagan. Labouret 'neunt war ur pezh c'hoari mod polis anvet "Lazherezh e-kreiz an noz"; ur pezh c'hoari 'neunt bet tro da ginnig d'o zud ha da dud all da vare kreisteiz. Selaouomp Gaelle Simon ha Milig Sinou, daou eus an aktourien yaouank.