en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

les nouveaux sauvages

les nouveaux sauvages

SIN-150212-LES NOUVEAUX SAUVAGES.docx LES NOUVEAUX SAUVAGES Ur film sevenet gant : Damian Szifron (2015). Gant : Ricardo Darin, Oscar Martinez, Leonardo Sbaraglia (2e2mn). Ur film eo hennañ diwar-benn an harzoù a zo etre sevenadur ha barbariezh. Hag a beb sort e c'hell boud mammenn ar pezh a laka an den da dreuziñ an harzoù-se : un dreizon-garantez, ur c'hloaz a-vihan chomet béw, ur re-vec'h savet souden dirag tregasserezh ar vuhez. Gant pemp pe c'hwec'h istoer dishañval e tiskouez ar film penaoz e c'hell ar vuhez tremen krenn-ha-krak ag ar mad d'ar fallañ e-korf un herradig. Ya, gelliñ a ra ar vuhez tremen ag ar baradoez d'an ifern aez a-walc'h, hag an dud o-hunan a vez kaoz : ganimp ema alc'hwez ar baradoez ha heni an ifern. En ur levr bennag em boa lennet an dra-se, ha pa sellan mat en-dro din ne gavan ket e vank kalz a dra evid ma vehe gwir kant dre gant. Amañ da skwer e welomp un den hag a zo é roulad sioul war ur gourhent bennag. Kàer eo an amzer ha braw ar maezadoù treuzet, gant menezioù a beb tu. Diragzañ, souden, un oto arall, mez é roulad a-gleiz ema. C'hoant d'hon den he doublañ mez, sentuz douzh ar lezenn ha douzh kod ar roulad, nen deus ket c'hoant da zoubliñ a-zehoù. Neuze e velza an oto arall gant taolioù gouloù da gomañs ha dre gornal goude. Mez an amiod a zo e-barzh, e-lec'h moned a-zehoù evel ma vehe bet deread, setu-eñv é kamdroiennañ evid parraad douzh an arall a zoubliñ. Soñjit 'ta ! Trawalc'h aze evid lakaad ne vern piw da santoud imor hag arfleu é krogiñ en e jilet. A dam, ne vanko ket ! Gant ar gouez ma tro an traoù etreze e ta mantr dimp ha c'hoant c'hoarzhed war-un-dro. Da gentañ e vezomp mantret, trejeboulet hon speredoù gant kement a c'houezder ; ha goude e c'hoarzhomp pa welomp beteg pesort poent divalaw eh a o zraoù, goude m'emaint bet o daou, ha den arall ebed, pennkaoz ag ar stad truezeg m'emaint arruet er fin. Aze e welomp e c'hell ar vuhez boud un c'hoari, pa ra an den evel ma kar gant ar c'hartoù a oa bet roet dezhañ (gant piw, an dra-se zo un afer arall !). Er memez film e vez gwelet un eured, unan hañval-fasibl douzh an euredoù hon eus oll anavezet, rac'h an dud joaiuz e-barzh ha follig un tammig zokén. En deizioù evel-se e laosk an dud o soursïoù pemdez er gêr ha bec'h d'an c'hoarïoù, d'an dañs, d'ar chervad ha gwezhavez d'ar c'honirïoù ouzhpenn. Mez amañ (siwazh evid bourrapted an darvoud), abalamour d'un draig hebkén, e tro an abadenn da laezh treñk dilonkaduz, hag e berrig amzer, m'hel lâr deoc'h. A-dra-sur e talc'ho soñj an daou zen yaouank "a vravañ deiz o buhez" ad vitam aeternam. Ha ken sur ive e chomo an deiz-se pell e memoer an oll gouvidi. Da gentañ e c'hell an arvesterion soñjal ema bet savet ar sketchoù dishañval-se diwar netra e spered ar sevener pe e heni den ar senario d'an nebeutañ. Tamm ebed ! Kavet e vez meneg a draoù sort-se er mediaoù da beb an amzer. Evid ar pezh a vez diskouezet er film-mañ ne ouian ket re, mez gouied a ran e vez stank a-walc'h sort traoù direzon er vuhez pemdez, ha da-heul er journalioù ive. Liez a-walc'h e tegas ar vuhez dimp darvoudoù drochoc'h eged ar pezh a c'hell un den empentiñ e-hunan. Soñj 'm eus ag un istoer dic'hortoz-kàer hag e oa bet savet ur film diwarnañ un dri pe bewar bloaz so bennag. Setu daou zen yaouank fresk-dimezet. Kennig a ra ar gwaz d'e vaouez he c'has d'ober un dro war ar lenn er vagig a zo aze staget douzh ar ribl. Hag int er vag. En un taol, katastrof ! Setu kouezhet un dra bennag ag an oabl, kouezhet a-blom war ar plac'h ha hi lazhet-mik ! Ha petra a oa kouezhet ? Ur vuoc'h, ma c'haezh tud, ur vuoc'h. Mez penaoz ? Soudarded rus gant o c'harr-nij-kargo, tomm o speredoù sur a-walc'h, o doa graet o soñj douarañ war ur prad bennag ha laerezh un nebeud ag ar saout a oa aze é peuriñ disoursi. Hag int daet da benn ag o zaol gant ur vuoc'h hag ar c'harr-nij en aer en-dro, gant ar vuoc'h e-barzh. Ya, mez arruet uhel, setu ma krog ar vuoc'h da bennfolliñ en avion ha da lakaad an akipaj en dañjer. Daet spered en-dro d'ar soudarded neuze, sur, ha divizet gante bountiñ ar vuoc'h er-maez, hag ar prontañ ar gwellañ, ar pezh a oa bet graet gante dizale. Hag ar paourkaezh buoc'h gant he beaj ziwezhañ. Mez paourkaezh plac'h nevez ive ! Goulenn a ran ganeoc'h : ne ziskouez ket an doere-se boud gwir ? Diskoueziñ a ra, neketa ? Ha faoz eo nawazh, hervez Internet. Mez kit da ouied... Jean-Claude Le Ruyet.20150212b.108D.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio