en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Abadenn Nnn 151 : Lizher skrivet d''ar 07.10.1916

Abadenn Nnn 151 : Lizher skrivet d''ar 07.10.1916

Lec'h : Erquery ///Anavout a rit an I. des Closages hag an Ao. Coheleac'h... Gouarnet mat ar resuoù hag an titroù... An titroù turc... Setu penaos e koller argant doc'h o lakaat e broioù estren... Ma zud (...) marse en em gavont maleürus evidin... Biskoazh kemer greun kafe ! Perak pas debriñ chokola... Ur pakad : Revues ha butum... Sonenn ar paour-kaezh labourer... N'hon eus ket-ni da glemm ag ar bevañs... Gwell e vehe genin kavout avaloù-douar ha laezh treñk ha bout er gêr... Mar kavit sonenn an durzhunell...Tuchant e fardin em gwele da lenn un herrad : a c'housked, man gwellañ amzer, rak ne soñjan mui e netra pe e huñvrean ennoc'h... Met netra 'met brezel hag evit meur a viz c'hoazh...Man diweuz doc'h ho re... Man gourc'hemennoù da ma zud./// Tudjentil ha bourc'hizion kar, tost d'an emsav hag a-du get soñjoù ar varzhed. Darempredoù ledan-bras un emsavour brudet ha karet get kalz a dud e Breizh a-raok ar brezel. Ret e vo da Loeiz, goude ar brezel, evit gounit e vuhez ha magiñ e re, klask labourat evel ur gwir paizant, àr un dachenn vras : goude sklavaj ar brezel e vo dek vlezad sklavaj doc'h lost an aler. Merat an argant ; titloù prenet, argant plaset er broioù estren (Rusia, Turkia) : argant risklet da vout kollet. Goulenn sonennoù da reiñ, da brofiñ da dud zo. «Ma c'housked, man gwellañ amzer» : pas lezel e spered da redek get an aon a vout digalonekaet

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio