en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Abadenn Nnn 148 : Lizher skrivet d''an 26.09.1916

Abadenn Nnn 148 : Lizher skrivet d''an 26.09.1916

Lec'h : Erquery ///Bet em eus bet doere a Aogust ar Gall... Ne chomimp ket gwall bell amañ... Komz a rer a zispak ar C'holoniale... Ne gredan ket e vo mui en em servijet ac'hanomp 'vel ma zo bet graet... A pa c'hellahemp àr-un-dro en em zijabliñ ag ar Foll... Bet em eus bet an tamm amannenn... Me gred eh a gwell an traoù get Bayon, el levrour... Hennezh en deus bet boneur en em denn... Ar Boheg (a Vizhui-an-Dour)... Emañ 'gozik aesaet dezhañ. Re 'rall a varv ivez... Ur vourc'hig didrouz kollet get an divroerezh... Ret e veze d'ar baizanted kemer Beljiz da labourat o douar... Ar re gozh a lâr e vo ret lezel an douar da bouez... Neoazh an douar a zo ag ar choaz evit pep tra... Tristez ar vro : plijadur ebet evit ar re yaouank... Nag ur c'hemm etre Breizh hag ar vro-mañ !... Kaer eo an amzer... Man doere da re Goulian, da... Beb a vok deoc'h.../// Tud kaset àr-dreñv evit bout soagnet ; torret e vez al liamm get ar gompagnonezh. Medalennoù roet d'ar re bleset da vervel. En ur vro didrouz, disafar, didud ha divuhez a-walc'h en em gav Loeiz. Broioù yac'h ha broioù klañv hervez Loeiz : an divroidigezh, an dud é kuitaat ar maezoù.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio