en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Hag e vo ur referendum 'vit adunanviñ Breizh@@@ A-raok Nedeleg 'noa ouzhpenn Marc Le Fur, deputee UMP eus Aodoù an Arvor, ur mellad 'barzh an dañvez-lezenn-se evit reiñ ar gwir d'ar Vretoned da aozañ ur referendum e Breizh hag el Liger Atlantel hepken, evit ad-unvaniñ ar vro. Hep goulenn o ali d'an dud a zo o chom er Broioù al Liger. Dec'h oa bet ar votadeg gentañ gant an deputeed 'ta. An tu dezhoù 'neus votet evit ; ar PS 'zo chomet hep mouezhiañ. Ar PC 'neus votet a-enep. Tremen a raio bremañ al lezenn dirak ar senatourien. Selaouit petra soñj ///François Marc///, senatour PS eus Penn ar Bed, eus an afer-se. Ur pennad-kaoz gant ///Anne Gouerou./// Selaouit ar pennad-kaoz @@@Kreizenn da sikour war ar boued: 2500 den skoazellet 'ba Gwengamp@@@ E Gwengamp zo meur a gevredigezh o sikour ar re neunt ket trawalc'h a arc'hant da gaout boued. Anavezet 'walc'h eo resto ar galon da skouer, met ouzhpenn-se zo reoù all ivez, ar greizenn da sikour war ar boued en o mesk. Ganti 'vez ingalet boued 'hed ar bloaz d'un eizh kant ha hanter kant familh bennaket, da lâret eo war-dro da 2500 a dud. ///Pierre Ar Meur/// zo o labourat a-youl-vat gant ar gevredigezh, lâret 'ra deomp penaos 'h a en-dro, deus mikro ///Tudual Karluer./// @@@Lokmaria-Lanvenec e plas Lokmaria-Plouzane?@@@ Ha ma vefe cheñchet anv kumunn Locmaria Plouzane. Setu ur soñj 'zo krog en-dro 'ba penn an dilennidi. Locmaria Plouzane 'zo tal-kichen Plouzane, nebell eus Brest neuze. Selaouomp ///Jacques Pouliquen/// 'zo kuzulier kêr eno. Gant ///Erwan Blanchard./// Selaouit

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio