en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lenn Gwerledan : penaos e troio an traoù pa vo goulonderet ?

Lenn Gwerledan : penaos e troio an traoù pa vo goulonderet ?

'Benn ur miz e krogo ar labourioù da lakaat goullo lenn Gwerledan. E-pad 6 miziad e chomo sec'h ar lech, pezh a zigaso ur bochad touristed. Afer o deus tud EDF a brodua tredan dre ar stankell sellet a-dost doc'h ar savadur ha gober labourioù evit ma ne vo ket mui ezhomm goulloiñ ar lenn en amzer da zont. Digwener da noz e oa un emvod foran e Mur da reiñ d'an annezidi da c'houiet penaos e tremeno an traoù fed ag an dour, ar pesked, an en-dro pe ar monet ha donet àr an hentoù. Er sal e oa tud EDF, Pierre Lambert, prefed Aodoù an Arvor, isprefeded Lannuon ha Pondi, tud an tier touristed ha dilennidi ar c'hornad èl Serge Moelo, maer Silieg hag eil-prezidant topad Kerioù Pondi. Eman doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio